Niverenn CAS

Niverennoù CAS (CAS number pe CAS registry number e saozneg) ar produioù kimiek, ar polimeroù, an heuliadoù biologel, hag ar c'hendeuzadoù eo o niverenn varilh nemeto war roll bank titouroù ar Chemical Abstracts Service (CAS), a zo ur skour eus an American Chemical Society (CAmS). Gant ar c'hCAS e vez roet an niveroù-se da bep produ kimiek a zo bet deskrivet en ur skrid bennak. Ouzhpenn se e vez dalc'het ha lakaet er c'henwerzh un diaz titouroù eus an danvezioù-se gant CAmS, ar c'hCAS Registry.

War-dro 23 milion a gompozennoù o deus bet un niverenn CAS betek-henn. War-dro 4 000 niverenn nevez a vez ouzhpennet bemdez. Ar pal a zo anezhañ aesaat an enklaskoù en diazoù titouroù dre m'o devez alies a-walc'h ar produioù kimiek anvioù diseurt. War-bouez nebeud, an holl diazoù titouroù diwar-benn ar molekulennoù a-vremañ a ro an tu da glask dre niverennoù CAS.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search